|
Lyrics:
Tud yaouank a Vreizh-Izel, didostit da glevet
Un istor eus ma daeroł ha ma foanioł kalet
Me zo ur c'hloareg yaouank deus eskopti Kemper
O vont d'ober e studi da esktoł Treger
E bord ar mor on ganet, e bro Sant Gwennole
Ha biskoazh nemet glac'har am eus bet em buhez
Glac'har a wir garantez, setu ma flanedenn
Planedenn rust ha kalet da heuliań penn-da-benn
O tostaat ouzh Landreger, me 'gavas ur plac'hig
Koant evel un ael Doue, he anv 'oa Metig
'Salud deoc'h ! plac'hig yaouank,' a lavaris dezhi
'Eveldon oc'h ankeniet o kuitaat tud ho ti
Ho tornig flour em dornig lakit gant karantez
Evel-se vimp eürusoc'h o ouelań asambles'
Download Now!!!
Copyright © 2020 Zortam.com. All Rights Reserved.
|