|
|
Download Now!!!
Songs | Albums | Album Arts
Song: | An Eur-Se Ken Tost D'ar Peurbad |
Album: | Trema'n Inis | Genres: | Celtic |
Year: | 1976 |
Length: | 312 sec |
Lyrics:
Ar c'havaned zo aet pell zo da gousket en tour Hag an heol splann zo aet pell zo en tu-hont d'ar bed Mouget eo sklerijenn an deiz... Nemet em c'hambr, ur gouloù war enaou a vev Em spered, ur gouloù Edon va ene, ur gouloù war enaou a vev O Sklaerder-diabarzh, te ken tost d'ar peurbad!
Er-maez eo ar goañv, dibourc'h ar gwez, revet ar bleuñv Ar vougasenn fenozh a ren gant he dalc'h spontus; Nemet em c'hambr war va burev Ez eus ur flammel ruz en he bleunioù Hag em c'halon ivez ur flammel ruz en he bleunioù Em ene kuzh, ur flammel ruz en he bleunioù 0 Buhez er c'hevrin, te ken tost d'ar peurbad!
O' Peoc'h. N'eus nep trouz: Tamolodet eo ar bed en e gousk; An evned-kazh zoken ne c'harmint ket fenozh Hag em c'hambr, n'eus ken trouz; Em spered n'eus ken trouz Stêr vras va soñjoù-den a hañval chom digas Didrouz! Nemet e don va ene kuzh e klevan ur mouskan Ur vouezh sklintin Mouezh ur stivell, 0 Va fedenn! 0 son ar vuhez-se, son ken tost d'ar peurbad!
Download Now!!!
|
Copyright © 2020 Zortam.com. All Rights Reserved.
|