|
|
Download Now!!!
Songs | Albums | Album Arts
Lyrics:
E-tal ar groaz Dirak ar C'hrist maen en noazh, Seizh arched saprenn Zo tremenet er wenodenn.
Seizh arched saprenn Bleniet gant an Ankou didruez, Seizh arched saprenn nevez 0 deus kuitaet ar g?riadenn-ma?, Dindan barrado? sklas ar goa?v, 'Vit bered ar barrez.
Seizh maouez kozh, kabac'h ha dizant, Er goa?v-ma? a zo maro, Ha torret eo brema? ganto, E seizh ti-plouz a G?rnevez, Ar walenn aour, gwalenn ar yezh, Ar walenn aour a unane Kalono? nevez Ar vugale Ouzh Kalono? ar re gozh.
Torret eo ar walenn aour, Torret eo ar walenn, Ar chadenn vurzhudus A eree an amzer-vrema? Ouzh pellder An amzer dremenet.
Seizh maouez kozh a zo maro, Seizh maouez a vire, ganto, Soublet war flammo? uhel an oaled, Spered, Kened, Ha yezh an Tado?.
Seizh arched prenn, Dirak ar C'hrist maen, Ha ganto eo aet da hesk Eienenn fresk Awen Ar ouenn.
E K?rnevez, War c'hlanno? glas al lenn, A-hed ar bodo? kelvez, Ne vo mui klevet brema? Nemet Yezh An Estren.
Evel-hen e kane Jakou Kerloaz, Dirak ar C'hrist maen en noazh, E-tal ar groaz.
Download Now!!!
|
Copyright © 2020 Zortam.com. All Rights Reserved.
|