Artist: A B C D E F G H I J K L M N O P Q R S T U V W X Y Z

Songs    | Albums    | Album Arts

Menez Daou - Les Ramoneurs De Menhirs Lyrics - Zortam Music
Song:Les Ramoneurs De Menhirs
Album:Amzer An Dispac'h !Genres:Alternative & Punk
Year:2010 Length:350 sec

Lyrics:

Didostit Holl Vretoned, Da Glevet Ur Gentel
War Buhez Al Labourer Eo Bet Great, N' Eus Ket Pell

disheñvel Meurbet Eo Stad Ar Paour-Kaezh Labourer
Disheñvel Diouzh Stad An Dud, Pere ' Zo ' Chom E Kêr

al Labourer ' Renk Paeañ, Paeañ E Pep Amzer
Paeañ Tailhoù D'ar Roue, Bep Bloaz Teir Pe Beder

ha Pa Renk Paeañ E Vestr, Ma N'eo Ket Prest An Arc'hant
Foar ' Vez Graet Gant E Zanvez, Amañ An Nec'hamant

al Labourer, Goude-Se, A Vezo Tamallet
Gant An Dud Eus Al Lezenn E Vezo Pizh Skarzhet

eus E Nebeud A Vadoù E Vezo Dibourc'het
Had E Zanvez O Vont Kuit, N'eus Netra Da Lavaret

en Divezh, Al Labourer, Baleet Lec'h Ma Karo
E Vezo Drouk-Prezeget, Kalz Tud Hen Disprizo

ha Koulskoude, Ma Teufe Da Soñjal An Dud-Mañ
Diwar Brec'h Al Labourer 'ma 'r Bed-Holl O Vevañ

hor Stal ' Zo Poanius Meurbet, Paouez Na Deiz Na Noz
Ken Na Cheñcho Penn D'ar Vazh, Ni Na 'mo Ket Repoz.




 

All lyrics are property and copyright of their owners.

Copyright © 2002-2026. Zortam.com. All Rights Reserved.