Lyrics:
En amzer-se 'oa ur bern tud aonig Ne gredent sevel o mouezh kreñv N'oa tost 'met ur barzh en Arvorig E hanv kozh oa Milig Ar Skañv 'Vel kalz a dud, karout anezhañ a raen 'Vel kaner, 'vel Breizhad, 'vel den, Fenoz ar glen hag ar mor a glemm Mouezh hor barzh 'gana 'bar' 'n avel yen Trugarez, trugarez deoc'h c'hwi Glenmor Ho mhouezh hud war an hent dalc'hmat Ne gollo biken den hoc'h eñvor Ne varvo ken nerzh hon dispac'h